Yngwie Malmsteen
Yngwie Malmsteen a zo ur sonour gitar tredan a-feson, ganet e Stockholm, d'an 30 a viz Even
1963. Levezonet eo bet gant Jimi Hendrix, Richie Blackmore, hag ivez gant Bach, Mozart ha Vivaldi. Kroget en deus da zeskiñ gitar d'an deiz m'az eo marv Jimi Hendrix, d'an 18 a viz Gwengolo 1970. Da seizh vloaz, dija, e oa sur e vefe "guitar hero". Kuitaet en deus ar skol da 15 vloaz evit mont da labourat en ur stal evit adaoziñ gitaroù, hag aze en deus bet ar soñj lakaat karezennoù krommet war e gitar tredan, ur fender telecaster "Yngwie Malmsteen sinadur". Kemeret en deus perzh e stroladoù bihan, hep kavout ar berzh en doa c'hoant, met un nebeut amzer war-lec'h en deus krouet e strollad anvet "Yngwie Malmsteen", hag aze en
deus bet berzh.

digg it
del.icio.us