AC/DC
AC/DC a zo ur strollad Aostralian, hard rock a vez sonet gete. Ganet eo bet e bro skos e Glasgow. Kroget o deus da grouiñ ar strollad get tri den. Georges, Malcolm hag Angus. E 1963 e arruont e Aostralia e Sydney. Georges a sonne get ar gitar ha goude e sonne Malcolm hag Angus ivez. An anv AC/DC a zo bet kavet gant c’hoar Malcolm. Margaret a oa he anv, kavet he deus an anv se pa oa o labourat. E 1973 e oa: Malcolm Young, Angus young, Dave Evans, Larry Van Mriedt ha Colin Burgess e-barzh ar strollad. Guitar ritmik, gitar solo, kan, bass ha taboulinoù a oa. O gentañ albom a oa anvet High Voltage. D’ar 17 a’viz c’hwevrer 1975 int aet kuit e Aostralia. E Albert studio eo bet enrollet an eil albom TNT a zo aet er-maez e c’hwevrer 1976. Gwerzhet o deus muioc’h evit 100 000 pladenn àrgant. E miz Ebrel 1976 e ya ar strollad da Londrez. Chomet int e-pad 8 miz du-hont. E kerzu 1976 e tistroas ar strollad e bro Aostralia.

digg it
del.icio.us