Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

GitarheaveN
traou diar benn tout ar pezh a denn ag ar Gitar

12/06/2007 GMT 1

(Eddie) Van Halen

rabbit-wolverine @ 15:30

Eddie Van Halen

Eddie Van Halen a zo ur sonour gitar a c'hoaria barzh ar strollad Van Halen,ur strollad rock eus bro Amerika, krouet gantañ hag e vreur.Eddie en deus sonet gitar war ar sonenn beat it ijinet get Michael Jackson. E penn kentan e c'hoarie Eddie batri mes ne oa ket kreñv a-walc'h evit kendec'hel neuze en deus desket c'hoari gitar.
VAN HALEN

Van halen a zo ur strollad rock amerikan krouet er blezhadoù 1970.Guitarour ar strollad ,Eddie Van Hallen ,a zo bet anavezet buan evit e zaolioù-kaer teknikel padal eo bet anavezet ar c’hanour David Lee Roth evel ur show man.
Eus 1978 betek 1998 ar strollad en deus krouet unek albom ,holl anezhe a zo bet en top 20 eus ar Billboard 200.Gwerzhet o deus ouzhpenn 75 million a albom er bed a bezh hag o deus bet meur a bedadennoù evit ar Grammy Awards. Van Halen a zo bet er guinnesse an taolioù-dreist evit bout ar strollad en bet deus ar muian niver a hits er Billboard Mainstream Rock List.
Tudennoù ar strollad
· Michael Anthony, gitar bout (1972-2007)
· Wolfgang Van Halen, gitar bout (2007-)
· Alex Van Halen, batri ha perkusion
· Edward Van Halen, gitar, piano ha synthetizour.
· David Lee Roth, kann (1972-1985),(2000-2001), (2007-)
· Sammy Hagar, kann/gitare (1985-1996), (2004)
· Gary Cherone, kann (1997-1999)
Ar familh Van Halen he deus embroet e penn kentañ ar blezhadoù 1960 eus Nijmegen en Izel vroioù betek Pasadena e Kalifornia.Tad Eddie hag alex, jan Van Halen a oa c’hoariour saxofon ha klarinet. Pa oent brasoc’h alex a gemera kentelioù gitar flamenko hag Eddie a gemera kentelioù batri.Eddie a laboure evel gwerzhour kazetenn evit gellout paean e batri.Allex na laboure ket met e oa er ger evit pleustrin ar batri.Pa glevas Eddie e vreur c’hoari ar solo batri eus ar ganaouenn Wippe Out ,Eddie a laoskas da gouezhel ar batri evit ar gitar. Ar sonner en deus levezonet ar mian Eddie a zo Eric Clapton (eus ar strollad Cream).Alex a zo bet levezonet kentoc’h get Ginger Baker (ivez eus ar strollad Cream) ha John Bonham (eus ar strollad Led Zeppelin). Er skol kentañ derez ag er skolaj Eddie hag alex a groua meur a strolladoù evel The Trojan Rubber Company, The Broken Combs hag The Space Brothers.

Notennoù

Un notenn »

  1. dreistsperedek!!!!!

    fulup | 2007-07-15 - 15:40:35 GMT 1 #

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

kit war "deezer.com"

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust