Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

GitarheaveN
traou diar benn tout ar pezh a denn ag ar Gitar

12/06/2007 GMT 1

Buckethead

rabbit-wolverine @ 14:46

BucketheadBuckethead

Brian Carroll alias Buckethead a zo gannet e 1969 e Los Angeles.
Kroget en deus get ar gitar da 12 vloaz.
Pa oa krennard e c’hoarie buckethead en ur strollad anvet an “Deli Creeps”.
E 1992 a yae er strollad Praxis get taboulinour al Limbomaniacs,
Brain.
Esae a ra monet er strollad Red Hot Chili Peppers memes ma c’hoarie mat-tre Buckethead ar Red Hot n’o deus ket kemeret anezhañ.
E 1992' Buckethead a sav ur bladenn e solo anvet “Bucketheadland”
E 1996' labourat a ra get ar strollad Giant Robot hag er memes kourz
lakaat a ra er-maez ur bladenn solo nevez anvet “Day of the Robots”
ha meur arall.
E 2001, Buckethead a zeu da vout klañv, monet a ra en ospital, ur gudenn er c'hof en doa met ober a ra ur seurt e bladenn “Somewehere over the Slaughterhouse”.
E fin 2001, monet a ra Buckethead er strollad Guns N‘roses met monet a ra kuit e 2004 evit kenderc'hel da labourat e solo.

Buckethead a zo un den iskis a-walc’h en em wiskin a ra get mask mike myers (serial killer er film anvet haloween)
ha get ur voest KFC war e benn (KFC a zo ur fast food e amerika e lec’h mae vez gwerzhet kig yar, anv ar voest a zo bucket e saozneg).
E-pad an interviouvoù e respont d’ar goulennoù get ur vargodenn anvet Herbi rak Buckethead na gomz biskoazh nemet pa vez eñ Brian Carroll.
E gitar Buckethead a c’hell ober pep tra a denn d'ar ritm pe d'ar solo ne ra forzh hiriv an deiz buckethead a vez gwelet evel unan ag ar c'hitarour gwellañ ag ar bed, memes ma n’eo ket anavezet kalz e bro c’hall.
Skrivet en deus Buckethead ur son ispisial evit ar c'hoari-video "guitar hero II", e-lec'h en em zigareza evit bout skrivet ar sonenn-mañ en un ti-yer.


Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

kit war "deezer.com"

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust