Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

GitarheaveN
traou diar benn tout ar pezh a denn ag ar Gitar

12/06/2007 GMT 1

Angus Young

rabbit-wolverine @ 14:23

Angus Young, a zo ganet e Glasgow (e Bro-Skos) e 1955. Eñ a zo ur sonour gitar solo er Angus youngstrollad AC/DC. Kroget en deus da deskiñ soniñ gitar pa oa 9 bloaz.

Buhez Angus Young:
Mont a ra kuit Angus Young eus Bro-Skos gant e familh evit mont da veviñ e Aostralia. Aze e kuita ar skol da 15 vloaz evit mont da labourat en ur stal levrioù hudur evit preniñ dafar evit bezañ ur sonour rock. Mont a reas Angus Young e strollad e vreur (Malcolm Young),
AC/DC. Soniñ a ra gant ur Gibson SG (e c'hitar tredan garetañ eo). Hervez ar vojenn, ar gwiskamant skolajiad a wiske e-pad e sonnadegoù a zo ur soñj eus e c’hoar, peogwir e-pad e bleustradegoù e teue Angus Young gwisket evel-se rak n’en doa ket an amzer da wiskiñ dilhad “normal”. Neuze bremañ en em wiska evel-se evit pep sonadeg!
Dimezet eo gant Ellen Young, ur plac’h a vro-Holland.

E venvegoù sonerezh:
Ar seurt gitar nemetañ en doa e oa Gibsonoù SG. Lavaret eo bet en doa Angus Young 17 Gibson SG disheñval. Implijet en deus ur “Gibson SG special” hag un adaozadur eus 1961. E gentañ SG a oa unan eus 1968 (implijout a ra c’hoazh an hennañ). Evit an albom “Ballbreaker” en deus Angus Young implijet 3 gitar disheñvel. implijout a ra ur mediator gant an anv
AC/DC war un tu, hag e benn gant kerniel an diaoul war an tu-all. Mod-all e implija bepred amplaerioù Marshall.

E doare sonerezh:

C’hoari a ra Angus Young Hard Blues, ur meskaj etre Hard Rock ha Blues. Ar c’hlotadurioù implijet gant Angus Young a zo: Mi5, La5, Si5, Ré5.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

kit war "deezer.com"

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust