Yngwie Malmsteen a zo ur sonour gitar tredan a-feson, ganet e Stockholm, d'an 30 a viz Even 1963. Levezonet eo bet gant Jimi Hendrix, Richie Blackmore, hag ivez gant Bach, Mozart ha Vivaldi. Kroget en deus da zeskiñ gitar d'an deiz m'az eo marv Jimi Hendrix, d'an 18 a viz Gwengolo 1970. Da seizh vloaz, dija, e oa sur e vefe "guitar hero". Kuitaet en deus ar skol da 15 vloaz evit mont da labourat en ur stal evit adaoziñ gitaroù, hag aze en deus bet ar soñj lakaat karezennoù krommet war e gitar tredan, ur fender telecaster "Yngwie Malmsteen sinadur". Kemeret en deus perzh e stroladoù bihan, hep kavout ar berzh en doa c'hoant, met un nebeut amzer war-lec'h en deus krouet e strollad anvet "Yngwie Malmsteen", hag aze en
deus bet berzh.
Eddie Van Halen a zo ur sonour gitar a c'hoaria barzh ar strollad Van Halen,ur strollad rock eus bro Amerika, krouet gantañ hag e vreur.Eddie en deus sonet gitar war ar sonenn beat it ijinet get Michael Jackson. E penn kentan e c'hoarie Eddie batri mes ne oa ket kreñv a-walc'h evit kendec'hel neuze en deus desket c'hoari gitar.
VAN HALEN
Van halen a zo ur strollad rock amerikan krouet er blezhadoù 1970.Guitarour ar strollad ,Eddie Van Hallen ,a zo bet anavezet buan evit e zaolioù-kaer teknikel padal eo bet anavezet ar c’hanour David Lee Roth evel ur show man.
Eus 1978 betek 1998 ar strollad en deus krouet unek albom ,holl anezhe a zo bet en top 20 eus ar Billboard 200.Gwerzhet o deus ouzhpenn 75 million a albom er bed a bezh hag o deus bet meur a bedadennoù evit ar Grammy Awards. Van Halen a zo bet er guinnesse an taolioù-dreist evit bout ar strollad en bet deus ar muian niver a hits er Billboard Mainstream Rock List.
Tudennoù ar strollad
· Michael Anthony, gitar bout (1972-2007)
· Wolfgang Van Halen, gitar bout (2007-)
· Alex Van Halen, batri ha perkusion
· Edward Van Halen, gitar, piano ha synthetizour.
· David Lee Roth, kann (1972-1985),(2000-2001), (2007-)
· Sammy Hagar, kann/gitare (1985-1996), (2004)
· Gary Cherone, kann (1997-1999)
Ar familh Van Halen he deus embroet e penn kentañ ar blezhadoù 1960 eus Nijmegen en Izel vroioù betek Pasadena e Kalifornia.Tad Eddie hag alex, jan Van Halen a oa c’hoariour saxofon ha klarinet. Pa oent brasoc’h alex a gemera kentelioù gitar flamenko hag Eddie a gemera kentelioù batri.Eddie a laboure evel gwerzhour kazetenn evit gellout paean e batri.Allex na laboure ket met e oa er ger evit pleustrin ar batri.Pa glevas Eddie e vreur c’hoari ar solo batri eus ar ganaouenn Wippe Out ,Eddie a laoskas da gouezhel ar batri evit ar gitar. Ar sonner en deus levezonet ar mian Eddie a zo Eric Clapton (eus ar strollad Cream).Alex a zo bet levezonet kentoc’h get Ginger Baker (ivez eus ar strollad Cream) ha John Bonham (eus ar strollad Led Zeppelin). Er skol kentañ derez ag er skolaj Eddie hag alex a groua meur a strolladoù evel The Trojan Rubber Company, The Broken Combs hag The Space Brothers.
Ganet eo Steve Vai d'ar 6 a viz Even 1960, a zo ur sonour gitar brudet-tre evit e sonioù Shred hag e soloioù tost diposupl d'ober evit n'eus forzh piv (me lavar deoc'h).
Roet eo bet dezhañ ar briz eus "honorary doctor of music degrees", e 2000, er "Berkley collège of music".Steve Vai a implija gitaroù tredan Ibanez "Steve Vai Sinadur". Graet en deus dija ur son gant bugale a Vro-Japan, anvet Ya Yo Gakk.
Brian Carroll alias Buckethead a zo gannet e 1969 e Los Angeles.
Kroget en deus get ar gitar da 12 vloaz.
Pa oa krennard e c’hoarie buckethead en ur strollad anvet an “Deli Creeps”.
E 1992 a yae er strollad Praxis get taboulinour al Limbomaniacs,
Brain.
Esae a ra monet er strollad Red Hot Chili Peppers memes ma c’hoarie mat-tre Buckethead ar Red Hot n’o deus ket kemeret anezhañ.
E 1992' Buckethead a sav ur bladenn e solo anvet “Bucketheadland”
E 1996' labourat a ra get ar strollad Giant Robot hag er memes kourz
lakaat a ra er-maez ur bladenn solo nevez anvet “Day of the Robots”
ha meur arall.
E 2001, Buckethead a zeu da vout klañv, monet a ra en ospital, ur gudenn er c'hof en doa met ober a ra ur seurt e bladenn “Somewehere over the Slaughterhouse”.
E fin 2001, monet a ra Buckethead er strollad Guns N‘roses met monet a ra kuit e 2004 evit kenderc'hel da labourat e solo.
Buckethead a zo un den iskis a-walc’h en em wiskin a ra get mask mike myers (serial killer er film anvet haloween)
ha get ur voest KFC war e benn (KFC a zo ur fast food e amerika e lec’h mae vez gwerzhet kig yar, anv ar voest a zo bucket e saozneg).
E-pad an interviouvoù e respont d’ar goulennoù get ur vargodenn anvet Herbi rak Buckethead na gomz biskoazh nemet pa vez eñ Brian Carroll.
E gitar Buckethead a c’hell ober pep tra a denn d'ar ritm pe d'ar solo ne ra forzh hiriv an deiz buckethead a vez gwelet evel unan ag ar c'hitarour gwellañ ag ar bed, memes ma n’eo ket anavezet kalz e bro c’hall.
Skrivet en deus Buckethead ur son ispisial evit ar c'hoari-video "guitar hero II", e-lec'h en em zigareza evit bout skrivet ar sonenn-mañ en un ti-yer.
Angus Young, a zo ganet e Glasgow (e Bro-Skos) e 1955. Eñ a zo ur sonour gitar solo er strollad AC/DC. Kroget en deus da deskiñ soniñ gitar pa oa 9 bloaz.
Buhez Angus Young:
Mont a ra kuit Angus Young eus Bro-Skos gant e familh evit mont da veviñ e Aostralia. Aze e kuita ar skol da 15 vloaz evit mont da labourat en ur stal levrioù hudur evit preniñ dafar evit bezañ ur sonour rock. Mont a reas Angus Young e strollad e vreur (Malcolm Young),
AC/DC. Soniñ a ra gant ur Gibson SG (e c'hitar tredan garetañ eo). Hervez ar vojenn, ar gwiskamant skolajiad a wiske e-pad e sonnadegoù a zo ur soñj eus e c’hoar, peogwir e-pad e bleustradegoù e teue Angus Young gwisket evel-se rak n’en doa ket an amzer da wiskiñ dilhad “normal”. Neuze bremañ en em wiska evel-se evit pep sonadeg!
Dimezet eo gant Ellen Young, ur plac’h a vro-Holland.
E venvegoù sonerezh:
Ar seurt gitar nemetañ en doa e oa Gibsonoù SG. Lavaret eo bet en doa Angus Young 17 Gibson SG disheñval. Implijet en deus ur “Gibson SG special” hag un adaozadur eus 1961. E gentañ SG a oa unan eus 1968 (implijout a ra c’hoazh an hennañ). Evit an albom “Ballbreaker” en deus Angus Young implijet 3 gitar disheñvel. implijout a ra ur mediator gant an anv
AC/DC war un tu, hag e benn gant kerniel an diaoul war an tu-all. Mod-all e implija bepred amplaerioù Marshall.
E doare sonerezh:
C’hoari a ra Angus Young Hard Blues, ur meskaj etre Hard Rock ha Blues. Ar c’hlotadurioù implijet gant Angus Young a zo: Mi5, La5, Si5, Ré5.