Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

GitarheaveN
traou diar benn tout ar pezh a denn ag ar Gitar

28/02/2008 GMT 1

heavy violence

rabbit-wolverine @ 16:17

free music

22/09/2007 GMT 1

RAGE AGAINST THE MACHINE

rabbit-wolverine @ 18:05

rage against the machineRage against the machine a zo ur strollad ag a vesk ar Rock ar Rap hag ar Funk, krouet eo bet ar strollad get Tom morello ha Zack de la Rocha e 1990 er stadou unanet.Ar strollad a ya da verkan ar blezadou
90 betek e fin e 2000.
Ar strollad a zo kentoc'h anavezet a drugarez da Rytm ha komzou ar sonennou Zack de la Rocha hag effedou gitar Tom Morello.

Rage against the machine a zo ur strollad anavezet ivez evit o sonjou politikel tre (kentoc'h tu kleiz) a enep ar gouarnamant Amerikan.
Goude an 11 a viz gwengolo ar gouarnamant Amerikan en deus difennet
d'ar radioou skignan sonnenou Rage against the machine

Dudenou ar strollad:
Zack de la Rocha: kan
Tom Morello: gitar
Tim Commerford: gitar boud
Brad Wilk: batri

O sonennou anavezetan:

Killing in the name:1993
Bullet in the head:1993
Bombtrack:1993
Know your enemy:1993
Freedom:1994

16/09/2007 GMT 1

setu va gitar elektrek

rabbit-wolverine @ 21:54

ma nouvel guiyare electrique

02/07/2007 GMT 1

Popa Chubby

rabbit-wolverine @ 17:56

Popa Chubby a zo ganet e Bronx New-York, e anv gwir a zo Ted Horowitz. Eñ a zo bet levezonet gant Jimi Hendrix ha Willie Dixon. Ur sonour Blues ha Rock eo eñ, ha anavezet eo dreist-holl e Bro-C'hall hag er Stadoù-Unanet, evel Jerry Lewis. B'ez en deus un dastumadeg gitaroù, gant e-barzh ur Fender n'eo ket anavezet gant an oberour gitar-se!!!

popa

23/06/2007 GMT 1

Kurt Cobain

rabbit-wolverine @ 06:48

/>

Kurt Cobain a zo ganet d'an 20 a viz C'hwevrer 1967 e Kurt CobainWashington, ha marv d'ar 5 a viz Ebrel 1994, eñ oa ar c'hannour hag ar sonour gitar er strollad Grunge, Nirvana.
A raok ober gitar e teske Kurt Cobain piano. Dispartiadur e zud a zo bet diaes-tre da gouzañv evitañ, ar pezh a c'helfe displegañ perak e gemere dramaj. Da 14 bloaz eo bet profet dezhañ ur gitar.
Paouezet en deus ar skol e 1985 just a-raok ma vefe tu dezhañ kaout e "Bac", hag war-lerc'h eo skarzhet gant e vamm. Krouet en deus e strollad get chris evel "fecal matter".E 1988 distruj a ra e gitar kentan Kurt a lar "distruj an instrumantou a gas an"satisfaction climax".
E 1989 monet a ra kurt e darempred get Courtney Love eus ar strollad "Hole" en em dimezin a reont e 1992 e waikiki.
Kurt ha Courtney o deus bet ur bugel anvet Frances Bean Cobain.
Marv a ra Kurt Cobain d'ar 5 a viz ebrel 1994 met adkavet eo bet e gorf e barzh e di e Seatle get ur fuzulh e tal e gorf ha dramaj ennan.

18/06/2007 GMT 1

Gibson

rabbit-wolverine @ 11:25

Gibson a zo ur merk gitar a zo brudet er bed-a-bezh. Krouet eo bet ar merk gitar-mañ e LP1894, gant Orville Gibson, en ur gregiñ d'ober Mandolinoù. E 1902, kroget en deus d'ober benvegoù evit o lakaat war ar marc'had. E 1952 e krogont d'ober gitaroù tredan, en ur gregiñ gant al "Les Paul". Gibson a zo anavezet evit ober gitaroù a berzh mat met get ur priz uhel
a walc'h. Met an dinaouadur Epiphone eus ar merk gibson ar werzha gitaroù marc'hadmatoc'h.

15/06/2007 GMT 1

Jimi Hendrix

rabbit-wolverine @ 10:39

James Marshall Hendrix, anavezet gwelloc'h dre an anv Jimi Hendrix ganet ar 27 a viz Du 1942jimi - marv d'an 18 a viz gwengolo 1970)a zo ur gitarour blues ha rock Amerikan. Anavezet eo evit e nevezadenn er sonnerezh e-pad an amzer "psychédélique".
Sonour a ijina kalz, Deskin a ra dre ar skouarn en ur laerezh tout ar sonennou e kleva. E levezonnou a zo dreist holl ar blues (Elmore James, Robert Johnson, …) ha rock ar wastadourien (Elvis Presley, Chuck Berry, …),met ivez ar jazz get sonerien evel Miles Davis, Duke Ellington, Louis Jordan, … Pleustriñ da gentañ war ur ukulélé, profiñ ar e dad e gitar kentan da 16 vloaz.

13/06/2007 GMT 1

AC/DC

rabbit-wolverine @ 18:20

AC/DC a zo ur strollad Aostralian, hard rock a vez sonet gete. Ganet eo bet e bro skos e Glasgow. Kroget o deus da grouiñ ar strollad get tri den. Georges, Malcolm hag Angus. E 1963 e arruont e Aostralia e Sydney. Georges a sonne get ar gitar ha goude e sonne Malcolm hag Angus ivez. An anv AC/DC a zo bet kavet gant c’hoar Malcolm. Margaret a oa he anv, kavet he deus an anv se pa oa o labourat. E 1973 e oa: Malcolm Young, Angus young, Dave Evans, Larry Van Mriedt ha Colin Burgess e-barzh ar strollad. Guitar ritmik, gitar solo, kan, bass ha taboulinoù a oa. O gentañ albom a oa anvet High Voltage. D’ar 17 a’viz c’hwevrer 1975 int aet kuit e Aostralia. E Albert studio eo bet enrollet an eil albom TNT a zo aet er-maez e c’hwevrer 1976. Gwerzhet o deus muioc’h evit 100 000 pladenn àrgant. E miz Ebrel 1976 e ya ar strollad da Londrez. Chomet int e-pad 8 miz du-hont. E kerzu 1976 e tistroas ar strollad e bro Aostralia.

Joe Satriani

rabbit-wolverine @ 13:50

Joe Satriani a zo ganet d'ar 15 a viz mezheven 1956 e New-York.Satch
Krouet en deus e stil dezhañ evit c'hoari gitar, neuze gant an dra-mañ eo deuet da vezañ ur c'helenner gitar er skol Berkley, hag b'ez en deus bet kelennet da Steve Vai, Kirk Hammett (Metallica) ha Larry Lalonde. E lezanv a zo Satch, b'ez e implija an anv-mañ e-pad e sonadegoù. N'eo deuet nemet da vezañ anavezet adalek e eil bladenn, Surfing With the Alien, e 1987. Eñ en deus krouet ar G3 e 1996, ur sonadeg a dremena un tammig e-pep lec'h er bed, gant 3 eus ar brudetañ sonourion gitar eus ar mare, da lavaret eo Steve Vai, Joe Satriani hag Eric johnson. Met adaozet eo bet ar sonadegoù-mañ gant Yngwie Malmseen,...
E wellañ Bladenn a zo Crystal Planet, krouet e 1998. B'ez e implija ur gitar Ibanez, memes merk evel Steve Vai.

Fender

rabbit-wolverine @ 10:39

Fender a zo ur merk gitar brudet, krouet gant Leo Fender, er bloavezioù 40. Ober a reont gitaroù/gitaroù bout tredan ha amplaerioù. Krouet eo bet gantañ ar gitar tredan, dre gwalzarvoud, en ur ober ur gitar gant ur mikro war ur gitar gant koad leun. O gitaroù brudetañ a zo:
-Ar fender telecaster (implijet gant Keith Richards (Rolling stones)
-Ar fender Stratocaster (implijet gant Yngwie Malmsteen)
-Ar Fender Jaguar (Kurt Cobain (Nirvana))
telecaster

jaguar
strato

kit war "deezer.com"

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust