Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

GitarheaveN
traou diar benn tout ar pezh a denn ag ar Gitar

Rummad: Strolladoù Rock, Hard Rock...

22/09/2007 GMT 1

RAGE AGAINST THE MACHINE

rabbit-wolverine @ 18:05

rage against the machineRage against the machine a zo ur strollad ag a vesk ar Rock ar Rap hag ar Funk, krouet eo bet ar strollad get Tom morello ha Zack de la Rocha e 1990 er stadou unanet.Ar strollad a ya da verkan ar blezadou
90 betek e fin e 2000.
Ar strollad a zo kentoc'h anavezet a drugarez da Rytm ha komzou ar sonennou Zack de la Rocha hag effedou gitar Tom Morello.

Rage against the machine a zo ur strollad anavezet ivez evit o sonjou politikel tre (kentoc'h tu kleiz) a enep ar gouarnamant Amerikan.
Goude an 11 a viz gwengolo ar gouarnamant Amerikan en deus difennet
d'ar radioou skignan sonnenou Rage against the machine

Dudenou ar strollad:
Zack de la Rocha: kan
Tom Morello: gitar
Tim Commerford: gitar boud
Brad Wilk: batri

O sonennou anavezetan:

Killing in the name:1993
Bullet in the head:1993
Bombtrack:1993
Know your enemy:1993
Freedom:1994

13/06/2007 GMT 1

AC/DC

rabbit-wolverine @ 18:20

AC/DC a zo ur strollad Aostralian, hard rock a vez sonet gete. Ganet eo bet e bro skos e Glasgow. Kroget o deus da grouiñ ar strollad get tri den. Georges, Malcolm hag Angus. E 1963 e arruont e Aostralia e Sydney. Georges a sonne get ar gitar ha goude e sonne Malcolm hag Angus ivez. An anv AC/DC a zo bet kavet gant c’hoar Malcolm. Margaret a oa he anv, kavet he deus an anv se pa oa o labourat. E 1973 e oa: Malcolm Young, Angus young, Dave Evans, Larry Van Mriedt ha Colin Burgess e-barzh ar strollad. Guitar ritmik, gitar solo, kan, bass ha taboulinoù a oa. O gentañ albom a oa anvet High Voltage. D’ar 17 a’viz c’hwevrer 1975 int aet kuit e Aostralia. E Albert studio eo bet enrollet an eil albom TNT a zo aet er-maez e c’hwevrer 1976. Gwerzhet o deus muioc’h evit 100 000 pladenn àrgant. E miz Ebrel 1976 e ya ar strollad da Londrez. Chomet int e-pad 8 miz du-hont. E kerzu 1976 e tistroas ar strollad e bro Aostralia.

12/06/2007 GMT 1

(Eddie) Van Halen

rabbit-wolverine @ 15:30

Eddie Van Halen

Eddie Van Halen a zo ur sonour gitar a c'hoaria barzh ar strollad Van Halen,ur strollad rock eus bro Amerika, krouet gantañ hag e vreur.Eddie en deus sonet gitar war ar sonenn beat it ijinet get Michael Jackson. E penn kentan e c'hoarie Eddie batri mes ne oa ket kreñv a-walc'h evit kendec'hel neuze en deus desket c'hoari gitar.
VAN HALEN

Van halen a zo ur strollad rock amerikan krouet er blezhadoù 1970.Guitarour ar strollad ,Eddie Van Hallen ,a zo bet anavezet buan evit e zaolioù-kaer teknikel padal eo bet anavezet ar c’hanour David Lee Roth evel ur show man.
Eus 1978 betek 1998 ar strollad en deus krouet unek albom ,holl anezhe a zo bet en top 20 eus ar Billboard 200.Gwerzhet o deus ouzhpenn 75 million a albom er bed a bezh hag o deus bet meur a bedadennoù evit ar Grammy Awards. Van Halen a zo bet er guinnesse an taolioù-dreist evit bout ar strollad en bet deus ar muian niver a hits er Billboard Mainstream Rock List.
Tudennoù ar strollad
· Michael Anthony, gitar bout (1972-2007)
· Wolfgang Van Halen, gitar bout (2007-)
· Alex Van Halen, batri ha perkusion
· Edward Van Halen, gitar, piano ha synthetizour.
· David Lee Roth, kann (1972-1985),(2000-2001), (2007-)
· Sammy Hagar, kann/gitare (1985-1996), (2004)
· Gary Cherone, kann (1997-1999)
Ar familh Van Halen he deus embroet e penn kentañ ar blezhadoù 1960 eus Nijmegen en Izel vroioù betek Pasadena e Kalifornia.Tad Eddie hag alex, jan Van Halen a oa c’hoariour saxofon ha klarinet. Pa oent brasoc’h alex a gemera kentelioù gitar flamenko hag Eddie a gemera kentelioù batri.Eddie a laboure evel gwerzhour kazetenn evit gellout paean e batri.Allex na laboure ket met e oa er ger evit pleustrin ar batri.Pa glevas Eddie e vreur c’hoari ar solo batri eus ar ganaouenn Wippe Out ,Eddie a laoskas da gouezhel ar batri evit ar gitar. Ar sonner en deus levezonet ar mian Eddie a zo Eric Clapton (eus ar strollad Cream).Alex a zo bet levezonet kentoc’h get Ginger Baker (ivez eus ar strollad Cream) ha John Bonham (eus ar strollad Led Zeppelin). Er skol kentañ derez ag er skolaj Eddie hag alex a groua meur a strolladoù evel The Trojan Rubber Company, The Broken Combs hag The Space Brothers.

kit war "deezer.com"

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust